Brezhoneg, Niverel, Deskadurezh : hiziv ha warc’hoazh
In: https://dumas.ccsd.cnrs.fr/dumas-02486961 ; Humanities and Social Sciences. 2019, 2019
Online
Hochschulschrift
Zugriff:
An enklask sokio-yezhoniel kaset da benn gant TMO-Région ha rannvro Breizh e 2018 a ziskouez deomp ez eus 60% eus ar re yaouank, brezhonegerien anezhe, o deus desket ar yezh er skol, skolaj pe lise. Unan eus al lec’hioù pouezusañ eo deuet da vout ar skol a-fed treuzkas yezhel evit ar rummadoù brezhonegerien yaouank. Diwar-benn kelenn ar brezhoneg d’an dud deuet en deus stadet Ofis Publik Ar Brezhoneg e kendalc’h niver an dud stummet da greskiñ. Splann eo, ez eo dre ar c’hentelioù kazi nemetken e vez treuzkaset ar brezhoneg d’ar re yaouank kement ha d’ar re deuet. Neuze eo hollbouezus soñjal e-barzh ar skolioù, skolajoù, liseoù kement hag ar c’hreizennoù stummañ, kevredigezhioù kentelioù noz, hag an holl aozadurioù all a gelenn met ivez a skign ar brezhoneg. E-kichen bed ar brezhoneg ha tachenn an deskadurezh e kendalc’h ar gevredigezh da vont war-raok. Hag-hi da ziorren gant ebarzhadur an niverel hag an teknologiezhioù nevez e pep lodennig eus ar vuhez. Seurt cheñchamantoù kevredigezhel o deus tizhet bed ar brezhoneg, evel-just. Diwar-vremañ eo pouezus studiañ tachennoù an deskadurezh hag an niverel, ken strategel ha klask gouzout peseurt gounidoù a c’hallfe tennañ ar brezhoneg dioute. Dre ma ‘z eo ar skolioù al lec’hioù ma vez treuzkaset ar yezh ar muiañ dreze hag an niverel ur benveg dibar hag a vez kavet e pep lec’h e seblant anat studiañ anezhe, o liammoù ha prederiañ war o dazont. Petra eo plas an niverel e brezhoneg er skolajoù ha liseoù ha penaos damwelout e ziorren ? Er c’hounskrid-mañ e vo studiet ar goulenn-mañ dre dri ahel. En ul lodenn gentañ e vo graet ur brassell war ar c’hinnig niverel e brezhoneg. Sellet e vo kement ouzh an danvezioù hag ivez ouzh an dud ha diskouezet e vo ar mod ma vez rollet hag aozet ar stadad-se. Goude bout bet dielfennet ar rolladoù e vo lakaet war wel an disoc’hoù. En un eil lodenn e vo taolennet pegen liammet eo ar stadad bet diskouezet en a-raok ouzh daou rummad brezhonegerien eus ar re bouezusañ : ar gelennerien hag ar skolidi. Diwar un enklask e vo lakaet war wel pegen ...
Titel: |
Brezhoneg, Niverel, Deskadurezh : hiziv ha warc’hoazh
|
---|---|
Autor/in / Beteiligte Person: | Dauneau, Goulven ; Université de Rennes 2 - UFR Langues (UR2 UFRL) ; Université de Rennes 2 (UR2) ; Moal, Stefan |
Link: | |
Zeitschrift: | https://dumas.ccsd.cnrs.fr/dumas-02486961 ; Humanities and Social Sciences. 2019, 2019 |
Veröffentlichung: | HAL CCSD, 2019 |
Medientyp: | Hochschulschrift |
Schlagwort: |
|
Sonstiges: |
|